Textes
16/12/2013 13:44
Ma zad-kozh
Ma zad-kozh, Papy, n’oa goulennet ganin lâret un dra bennak e brezhoneg e-pad e obidoù. Esperañs m’oa m’ije bet muioc'h a amzer evit deskiñ ha komz brezhoneg...
E yezh-vamm e oa ar brezhoneg, ha morse n'eus ankounac'haet anezhañ.
En un ti-feurm e Servel e oa bet ganet. Aet e oa da Bariz evit kavout labour, met morse n'eus disoñjet deus pelec'h e teue. Kenkoulz hag erruet war e leve e oa distroet da Lannuon, e-lec'h n’eus lakaet sevel e di. Eno e rae war-dro e jardrin, o produiñ a-wechoù legumaj a-druilh, hag e c'hoarie bouloù gant tud ar c'harter. Kap e oa d'ober n'eus forzh petra gant nebeut a dra. En hañv e save kenkent ha tarzh an deiz evit mont da besketañ, hag e tape re a besked hag a ingale da c'houde. Un dañser deus ar c'hentañ e oa ivez, ha plijout a rae dezhañ mont d'ar bal da sul gant e gendañserez muiañ karet.
Un den didro e oa ma zad-kozh 'vat ! Soñjal a rae pezh a lâre, hag e lâre e soñj, memes pa c'halle se lakaat jeu etrezañ ha tud 'zo hag a oa deut dreist gantañ memestra. Met en enep da se ne diskoueze ket e fromoù alies. Merk ar familh an hini eo. Karout a raen an den didro-se, lorc'h ennañ deus e wrizioù, ma zad-kozh.
Texte lu à l'enterrement de mon grand-père, dont ça aurait été l'anniversaire aujourd'hui. Merci à Pierig an Danteg pour la traduction.
Fil des commentaires de ce billet
Aucun commentaire n'a été enregistré pour le moment. N'hésitez pas à le faire !
Retour à la liste des news